Lyrics On Demand



All the lyrics for all your favorite artists!



# A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z


Heol Telwen Lyrics

An Deiz Ruz Lyrics

(Excerpt from “Diougan Gwenc’hlan,” a Breton poem from 5th century)

En an Deiz Ruz me ‘wel an hoch tont eus ar choad,
Hag eñ gwall-gamm, gwallet e droad,
E veg digor ha leun a wad
Hag e reun louedet gant an oad
Hag o soroc’hal war e dro
Gant an naon e voc’higoù.

Me ‘wel ar morvac’h ‘c’h enep-tont
ken e kren an aod gant ar spont;
Hag eñ ken gwenn hag an erc’h kann
‘Zo en e benn kerniel arc’hant.
An dour dindanañ o virviñ
Gant an tan-taran eus e fri;

Ne vern petra a c’oarvezo
Pezh a zo dleet a vezo:
Ret eo d’an holl mervel teir gwezh
Kent evit arzav en diwezh.

Dakc’h mat ‘ta! Dalc’h mat ‘ta! Morvarc’h!
Darc’h war e benn! Darc’h mat ‘ta! Darc’h!

Me ‘wel ar gwad betek e c’hlin,
Me ‘wel ar gwad evel ullenn!
Gwazh ouzh gwazh! Darc’h ‘ta! Gwazh ouzh gwazh!

 


Soundtracks | Top Hits | One Hit Wonders
TV Themes | Miscellaneous Lyrics | Artist Info



  © All lyrics are property and copyright of their respective authors, artists and labels. All lyrics provided for educational purposes only.
Please support the artists by purchasing related recordings and merchandise.
LyricsOnDemand.com